Ur benveg peurechu gant kantvedoù a bleustr e oa telenn Breizh en he hoal aour. He son dispar a zeu eus ur skiant kozh adkavet gant ar stal labour Herrou.

Sekredoù ar son

Kleuzet en ur pezh koad

       Hervez an hengoun, e vez kleuzet kef dasson an delenn en un tamm koad nemetañ, prennet en a-dreñv gant ur bladenn goad, ar c’hein.

       Paket mat asambles hep takenn beg ebet e vez ar peder c’hoadenn (ar peul, ar grommell heson, ar c’hef hag ar c’hein), pezh a lez an delenn dieub da froumal.

Ar c’hoad

       E koad haleg ruz* e vez graet ar c’hef dasson, ur c’hoad a oa bet implijet e-pad kantvedoù evit al labour-se.

       Ur son dibar a ro ar c’hoad-se, hag an hini gwellañ eo evit derc'hel penn da stegnadur start ar c’herdin, a drugarez d’e neudennoù plezhennet strizh.

       Tennet e vez ar peul hag ar grommell eus koadoù start ha nervus evel an ivin, an derv pe c’hoazh an haleg.

An taouarc’h

       Araok bezañ lakaet asambles e vez soubet koadennoù an delenn en taouarc’h e-pad un neubeut mizioù evit kargañ anezho gant eoul ha mineralioù, danvez-kailhastr** dreist-holl. Gant se e vo strinkoc’h ha donoc’h son flour ha plijus an haleg.

       Ouzhpenn-se e vo aesoc’h an toniañ, stabiloc’h an delenn, ha padusoc’h ar c’hoad.

Stéphane BDC

Ar c’herdin

        Kordet e vez hon telennoù gant kerdin arem, hag a ro ur son skedus leun a gensonioù***, hini ar bempedell**** dreist holl.

        Ur son flour ha buhezek war un dro a ro ar c’herdin-se. O fadusted dispar a blijo d’an delennourien e-pad meur a vloavezh.

        Kerdin aour a c’hell bezañ implijet er strad evit sonioù boud sklaeroc’h c’hoazh.

        E traoñ ar c’herdin, e vez lakaet “houarnioù kezeg” orjal, morzholet dre zorn, evit gwareziñ ar c’hoad ha treuzkas an daskren. Houarnioù kezeg argant a c’heller dibab evit ur son fin hag aerel.

Un c'haeradur hengounel

       Kinklet eo hon telennoù gant ur c'haeradur hengounel tanengravet. Peurechuet eo an delenn gant ar c'hlinkerezh fonnus-mañ, treset hervez ar benveg istorel Queen Mary Harp, ha gantañ e vez digoret ur gwir levr war ar speredelezh keltiek.

Hep he far

       Galloud a rit dibab ur maen, “lagad an delenn”, a vo staget war tal ho telenn.

       Moaien zo deoc'h reiñ un anv diouzh ho c'hoant d'ho telenn; neuze e vo tanengravet  an anv-se war chouk ho telenn.

* Saule marsault

** Silice

*** Harmonique

****Quinte

Rejoignez-nous sur les réseaux sociaux

  • Facebook - Black Circle
  • YouTube - Black Circle
  • Instagram - Black Circle
  • Pinterest - Black Circle