Telennoù Herrou, tad ha mibien, ur familh artizaned hag arzourien hag a lak da vevañ ur glad prizius, ouzhpenn mil bloaz dezhañ

         E 1994, e oa bet savet ar stal labour telenn Herrou gant Joël Herrou e Plouneour-Menez e Menez Are. Sevel a ra telennoù diwar batromoù ar benvegoù istorel, gant an teknikoù implijet er Grennamzer, kizellet ha tanengravet*. Pep hini eus hon telennoù zo graet gant an dorn penn-da-benn, gant aked ha prederi, diwar koad eus ar vro, adalek troc’hañ ar wezenn beteg toniañ ar benveg.

         Sinet en deus ar stal labour Herrou karta galite ar gevredigezh Hent Telenn Breizh.

      Joël Herrou : Ganet e 1943 e Plouneour-Menez, luder ha soner, eo bet atav Joël Herrou o klask son ankounac’het telenn Breizh. Adkavet en deus ar skouerioù kozh hag ar mod da sevel an telennoù istorel. Desavet eo bet en ur familh a laboure ar c'hoad a rummad da rummad e kêriadenn e dud kozh er Menez Are. Treuzkas a ra e arz d’e vibien Jean ha Mikaël, telennerien o daou.

Al luderien

Ar stal labour

     Jean Herrou : Ganet eo Jean Herrou e 1996 e Plouneour-Menez. Luder, telenner ha kaner eo. Desket en deus al luderezh gant e dad Joël Herrou, ha seniñ telenn gant e vamm, Violaine Mayor, telennerez anezhi. Sevel a ra an telennoù er stal labour Herrou. Reiñ a ra da selaou son e delennoù e sonadegoù gant e vreur Mikaël Herrou, pe gant ar strollad Herrou-Mayor.

      Mikaël Herrou : Ganet eo Mikaël Herrou e 1999 e Plouneour-Menez, hag emañ o teskiñ al luderezh er stal labour familh. Desket en deus an delenn a-vihanig gant e vamm Violaine Mayor. Tanengravañ ha toniañ a ra an telennoù. Luc’hskeudenner, ha tresour eo ivez an arzour yaouank-mañ.

Stéphane BDC

*Tanengravet : pyrogravé.

Rejoignez-nous sur les réseaux sociaux

  • Facebook - Black Circle
  • YouTube - Black Circle
  • Instagram - Black Circle
  • Pinterest - Black Circle