Hon Telennoù
An delenn “Chevalier de Jerpoint” a zo ledan he c’hef dasson kleuzet en un tamm haleg nemetken, kreñv he framm stennet gant 32 gordenn arem, ha don ha ront he son.
​Savet diwar patrom an delenn istorel Queen Mary eo an delenn-mañ. Pinvidik ha sklintin eo son ar Queen
Mary diwar he 30 kordenn arem hag he framm treset fin.
​Ur benveg koant ha hezoug eo an Telennig, 21 gordenn arem dezhi. Parfet eo evit deskiñ, beajiñ, eilañ,
evit sonerezh ar Grennamzer...
Kleuzet en haleg eo he c’hef dasson, e koad haleg pe koad ivin eo graet he framm.
Ar stal labour
Hon istor
Savet e oa bet ar stal labour telennoù Herrou gant Joël Herrou e 1994 e Menez Are. Sevel a ra telennoù
keltiek istorel, diwar patrom telennoù istorel gant teknikoù hengounel kozh noe adkavet.
Kentañ luder war an delenn geltiek istorel e Breizh eo Joël Herrou. Treuzkaset en deus e arz d’e vibien
Jean ha Mikaël Herrou.
Arz - Gwellentez - Hengoun
Kizellet ha tan-engravet penn da benn eo an telennoù Herrou diwar ar patromoù istorel.
Dibar eo pep telenn, savet gant an dorn, gant preder ouzh ar munudoù, e koad ar vro, eus diskar ar wezenn
betek toniañ ar benveg.
Al luderien
Joël Herrou : luder, diazezer
Jean Herrou : luder, telennour
Mikaël Herrou : tan-engraver, telennour