Harpe celtique historique

Telennoù keltiek istorel

 
 
 
#s3gt_translate_tooltip_mini { display: none !important; }

Hon Telennoù

An delenn “Chevalier de Jerpoint” a zo ledan he c’hef dasson kleuzet en un tamm haleg nemetken, kreñv he framm stennet gant 32 gordenn arem, ha don ha ront he son.

Savet diwar patrom an delenn istorel Queen Mary eo an delenn-mañ. Pinvidik ha sklintin eo son ar Queen
Mary diwar he 30 kordenn arem hag he framm treset fin.

Ur benveg koant ha hezoug eo an Telennig, 21 gordenn arem dezhi. Parfet eo evit deskiñ, beajiñ, eilañ,
evit sonerezh ar Grennamzer...
Kleuzet en haleg eo he c’hef dasson, e koad haleg pe koad ivin eo graet he framm.

 
 

Ar stal labour

Hon istor

Savet e oa bet ar stal labour telennoù Herrou gant Joël Herrou e 1994 e Menez Are. Sevel a ra telennoù
keltiek istorel, diwar patrom telennoù istorel gant teknikoù hengounel kozh noe adkavet.


Kentañ luder war an delenn geltiek istorel e Breizh eo Joël Herrou. Treuzkaset en deus e arz d’e vibien
Jean ha Mikaël Herrou.

 
DSC01943 2-18 960p.jpg

Arz - Gwellentez - Hengoun

Kizellet ha tan-engravet penn da benn eo an telennoù Herrou diwar ar patromoù istorel.


Dibar eo pep telenn, savet gant an dorn, gant preder ouzh ar munudoù, e koad ar vro, eus diskar ar wezenn
betek toniañ ar benveg.

 

Al luderien

Joël Herrou : luder, diazezer
Jean Herrou : luder, telennour
Mikaël Herrou : tan-engraver, telennour

DSC09325_3_recadré_1080p.jpg

Sellout ar stal labour Harpes Herrou war Instagram #harpesherrou

Mont e darempred

Kerguz 29410 Plounéour-Ménez

contact@harpesherrou.bzh  |  Tel: +33 2 98 78 93 25

  • Facebook - Black Circle
  • Instagram - Black Circle
  • YouTube - Black Circle
  • Pinterest - Black Circle

Trugarezh !